PETRA EO GLAD SENOLF ?
Glad Senolf zo ur gevredigezh sevenadurel krouet e 1996. He fal eo studial ha talvoudekaat glad liesseurt Sant-Nolv.
Glad a dalv an holl dalvoudegezhioù ha kenvadoù pobl Breizh. Senolf zo anv ar gumun e gwenedeg hengounel, Sant-Nolv e brezhoneg a-vremañ.
Daou seurt glad zo : ar glad danvezel (atantoù, mereurioù, tier, kastellioù, manerioù, motennoù, tourioù, meilhoù, ilizoù, chapelioù, kalvarioù, feunteunioù, poulloù-kannañ, fornioù, hag all) hag ar glad speredel (yezhoù, kanaouennoù, dañsoù, anvioù-lec’h, kontadennoù ha mojennoù, an istor, henvoazioù hag hengounioù, pardonioù, gouelioù, levrioù, h.a.).
Glad Senolf a ra enklaskoù kement en dielloù kêr, parrez ha departamant, ha war an dachenn (gweladenn ar gumun a-bezh, ar savadurioù, an hentoù), enklaskoù e-touesk an dud prevez (enrollañ tud kozh a orin eus ar barrez, da skwer) hag ivez goulenn titouroù gant ispisialourien war gement tachenn zo (istorouriezh, archeologiezh, yezhoniezh, h.a.).
![]() Ar skeudenn-mañ a lak ac'hanomp da ijin penaos e oa bourc'h Sant Nolv pa'z eo bet gwelet gant al livour brudet Jan Verkade e 1891 : " Soudain, je passai devant trois ou quatres maisons, tout près de la voie. Derrière elles j'aperçus l'une à côté de l'autre deux petites églises gothiques, puis sur le penchant d'une colline quelques maisons encore. je ne vis cela qu'un instant, mais je me dis aussitôt: c'est là que je viendrai l'année prochaine." («Le tourment de Dieu», Dom Willibrod Verkade, 1926, en français dans le texte) |
E-giz-se hon eus savet ar renabl klok (deskrivadur, dielfennadur, luc’hskeudennoù) eus 96 kêriadenn ar gumun hag eus ar vourc’h. An diverradur zo bet staget ouzh P.L.U. 2005.
N’eo ket a-walc’h ober enklaskoù evit bezañ efedus ; dav eo astenn anezho gant oberoù pleustrek: embann disoc’h hor studiadennoù ha displegañ anezho d’an dud gant pedagogiezh, ar skolidi peurgetket ; kentelioù brezhoneg da noz ; baleadennoù war an dachenn ; diskouezadegoù luc’hskeudennoù ; kuzulioù pleustrek d’ar re a c’houlenn ; kenlabour gant ar c’huzul-kêr evit talvoudekaat pe gwelaat ar glad (ober war-dro ar savadurioù, dizoloidigezh ha kempennadur lec’hienn chapel Sant Tomaz, saveteerezh hag adnevezerezh daouzek delwenn koad eus an 19vet kantved, adnevezerezh levrioù kozh ar presbital, h.a.).
Al labour-se a ziskouez penaos e fell deomp gwriziennañ hon obererezh en amzer vremañ. Talvoudekaat ar glad treuzkaset deomp gant hon hendadoù zo un doare da welaat endro buhez an dud a-vremañ, da aesaat o azasadur dre an anaoudegezh tapet ganto eus o bevlec’h. E-giz-se e komprenont anezhañ gwelloc’h hag e c’hellont kemer harp warnañ evit krouiñ o amzer da zont. Rak, e-giz ma lavar ar menozour breton Ernest Renan: « Tud wirion an araokaat eo ar re o deus evit penn-hent un doujañs wir evit an tremened ».